Anjela Duval  
Anoaz

Anoaz

 

… Ya da, den fallakr

Plijadur ’ra dit va dienez

Ha n’out ket ’vit kuzh da blijadur

’Leizh da c’henoů bras a lârez

« Me am eus dastumet madoů

Me am eus arc’hant, tiez, douaroů

— Ha te ? petra ’c’h eus graet te ? »

            … An hini a c’hoapaez

            Va faotr kaezh,

Kement ha te en deus poaniet

Met sede : e jiletenn

’Oa ket ken frank ha da hini.

Eveldout ne ouie ket eń

Tennań dour d’e vilin…

            Met tevel a rankan

Ar paour n’en deus gwir all ebet

Nemet tevel !

            … Goude tout, selaou :

Da vern madoů ? N’o c’hoantaan tamm

Te avat n’ac’h eus ket a-walc’h c’hoazh,

Karout ’rafes zoken kaout ivez va zamm

Ha va lakat war an douar noazh

Ha c’hoazh e c’hoarzhfes gant da c’henoů bras

Un deiz koulskoude fougeer

Un deiz ’n em gavo

Ha ne dalvezo

            Ket kalz muioc’h da ludu

                        Eget va hini…

 

Here 1965

 

Gant an Aotrou Klerg, person Bulien, kuzulier ha mignon Anjela.
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů