An
hańv druz
1965
Heuget en deus an holl gant glav
Bremań war an diwezhadoů
A ra an hańv e baotr brav
’Michańs evit un nebeud
deizioů
Marteze ’mań o klask terriń o fulor
D’ar re en deus laket e gwall-imor
— Sale temps ! a dufe un
tourist gall
— Été pourri ! a fuc’he
unan all
— Keuz am eus, eme hemań
O vezań deuet d’ar
vro-mań
Da gaout seurt amzer c’hagn
Da vloaz, sur, me ’yelo da Vro-Spagn
… Hommes-Grenouilles ! a
huche ar gańfarded
Glav hardizh d’ar gleskered
!
Ar peizant, eń, gwasket
gant an anken
A sońje ’n ur skrabań
kostez e benn
— O, Doue va Ene ! Kollet-holl eo an ed
Mont a ray Fańch Kouer da glask e voued,
… Ma ! Du-hont, e beg ar ru
Staliet unan a bep tu
Ur marc’hadour
disglavieroů
Hag ur marc’hadour
mantilli-glav
’N o sav war o zreuzoů
Ur mousc’hoarzh e korn o genoů
A sońje : Pebezh amzer vrav
… ’Vit hon aferoů ! ! !
22 a viz Gwengolo
1965