Paol Keineg (ganet e 1944) zo barzh ha c’hoarivaour. Troet en deus meur a varzh amerikan ha brezilian. Er Stadoů-Unanet emań o vevań, e-lec’h ma kelenn al lennegezhioů c’hall e Skol-veur Duke, e Karolina an Hanternoz. Un daouzek levr bennak en deus embannet, en o mesk Le počme du pays qui a faim, Lieux communs ha Silva rerum. Paol Keineg hag Anjela Duval a oa mignoned.
 
Petra eo Quatre Poires ?
Un dastumad divyezhek eo eus barzhonegoů Anjela Duval troet e galleg gant Paol Keineg. Pevar barzhoneg ha tri-ugent zo e-barzh, buhezskrid Anjela Duval, ul levrlennadur ha daou veneger.

Abalamour da betra embann Anjela Duval e galleg ?
Evit reiń an tu d’ar c’hallegerien da dańva oberenn ur varzhez brudet ha karet e Breizh. Hag ivez evit sikour ar vrezhonegerien na ouzont ket mat lenn o yezh da gompren ur varzhoniezh a zedenn anezhe met a gavont start da lenn a-wechoů. Bloavezhioů ’oa e veze goulennet diganeomp embann ur seurt levr.

Perak bezań gortozet keit-se, neuze ?
Da zigentań abalamour ma n’heller ket ober tout ! N’eus nemet c’hwec’h vloaz ez eus eus Mignoned Anjela, ur gevredigezh vihan eo ha memestra eo an drivet levr a vez embannet ganeomp*. Ar pezh a gave deomp a oa ar c’hentań tra d’ober ’oa embann oberenn glok Anjela Duval e brezhoneg. War-lerc’h, neuze, hon eus en em lakaet da labourat war an dastumad divyezhek-mań. Met c’hoazh e rankemp kavout an troour mat. Start ha skoemp eo treiń barzhonegoů.

Abalamour da betra ho peus goulennet digant Paol Keineg ober an droidigezh ?
Digantań e felle deomp goulenn pell ’oa. Ur barzh meur eo Paol Keineg. Ouzhpenn-se e oar mat brezhoneg hag eo bet mignon gant Anjela Duval. Evidomp, neuze, e oa ar gwellań troour hon dije gallet kavout…

Daoust hag Anjela Duval ne oa ket a-enep ma vefe embannet he skridoů e galleg ?
An dra-se n’eo nemet ur vojenn. Hec’h-unan he doa troet darn eus he barzhonegoů e galleg ; adkavet hon eus anezhe en he faperioů. Ar pezh zo gwir, memestra, eo e vage santimantoů mesket evit ar galleg. Eus un tu e kare ar yezh-se evit he soutilded — ha hi ’oa barrek-hardî d’ober ganti —, eus an tu all e oa kounnaret gant ar mod ma oa bet sanket e penn ar Vretoned e-plas ar brezhoneg. Kavout a ra deomp eo mat deomp bezań bet embannet hec’h oberenn glok e brezhoneg a-raok al levr divyezhek-mań. Emichańs e roio c’hoant d’un toullad gallegerien unyezhek da zeskiń brezhoneg evit lenn ar varzhez war-eeun en he yezh.

Penaos eo bet dibabet ar barzhonegoů ?
Gant Paol Keineg int bet dibabet tout, hervez e c’hoant. N’hon eus goulennet nemet daou dra digantań : treiń war-dro tri-ugent barzhoneg ha choaz meur a seurt dioute.

Penaos eo al levr ?
Klasket hon eus ober ul levr brav, diginkl met cheuc’h. Ar vent (16 x 19 cm) hag ar golo gwevn a lak anezhań da vezań aezet da zerc’hel en dorn. Kant pevar-ugent pajennad ac’h a d’ober anezhań, moullet war baper Centaure naturel 120 g/m2.

Pegement eo lakaet e-gwerzh ?
Daou euro warn-ugent. Eus pelec’h emań an titl-se o tont,

Quatre Poires ?
Dav ’vo deoc’h lenn al levr ’benn gouzout !

Evit prenań al levr, kasit ur chekenn 22 euro (war anv Mignoned Anjela) da
Jean-Pierre Ar Foll,
4 ar Genkiz,
22340 Plevin.

Ma kavit gwelloc'h prenań al levr war ar Web, digant Amazon, klikit amań.

'Mod all, ar stalioů a c'hell gourc'hemenn levrioů digant Coop Breizh : 02 98 93 83 14. Ne vez ket kavet c’hoazh er stalioů.
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů